Les Menhirs de Monteneuf, un site exceptionnel à la fois archéologique et mégalitique

Grit anaoudegezh gant Mein-hir Monteneg, arkeolec'hienn Breselien

You are here:

Digor eo lec'hienn Mein-hir Monteneg a-hed ar bloaz, frank ha digoust eo al lec'h.

Kemerit eta ur pennadig amzer evit ober gwelloc'h anaoudegezh gant ar vein-hir-mañ en o sav-sonn e-mesk ar glazur. Bras ha hir eo ar peulvanoù skilt mouk-mañ, ha dizoloit ivez hol lec'hioù arkeologel m'hon eus adsavet bed an amzer-hont.

Tostik d'ar vein-hir emañ hon ti eus an neolitik ouzh ho kortoz ha deuit da deuler ur sell war e liorzh edeier ivez.

En dinaou d'al lec'hiad e kinnigomp deoc'h deskiñ penaos e rae tud ar ragistor evit ober ur maen-sav sonn diwar ur pezh maen disneuz.
E-pad vakañsoù an nevezamzer ha reoù an hañv, deuit d'ober ho mad en hon abadennoù buheziñ.

Kemerit perzh en hor stalioù-labour ragistorel: dilec'hiañ ur maen-hir, ober tan, ober pezhioù poderezh, ober gant binvioù ar saverien mein-hir. Grit anaoudegezh gant al lec'hiad ivez, da heul hon heñcherien, pe neuze, evit ar re yaouankañ ac'hanoc'h, gant ur c'hoari klask ar roudenn.

Brezhoneg
Edito image: 
Site achéologique des Menhirs de Monteneuf, situé dans le Morbihan en Bretagne